Pajenn:Ar Berr - Sinatur an eil testamant, 1911.djvu/14

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


LOM

An itron markisez ? N’ema ket mui aman !

ALAN

N’ema ket mui aman ?

LOM

C’huec’h miz zo, pa varvaz ma mestr, e kuittaaz eur maner ha ne oa ket d’ezi, evid mond da chom war ar meaz en eun ti tost aman.

ALAN

Ah ! e gwirionez ! Dommach eo ! Mankout a ra d’an ti ! Ar gear zo kalz tristoc’h, dre n’eman ket ebarz.

LOM

Hein ? Perag ?

ALAN (hep respont)

Arsa ! gwelomp breman, pe gwir am euz debret va fred e mod Breiz, ha moïen zo da repoz eun neubeud. Ah ? eur ger c’hoaz ! N’ouzout ket mad ar gallek, Lom ?

LOM

E gwirionez, ne gomzer ket ar iez-ze aman. Ar markiz zo maro (Doue d’e bardono !) a gomze d’in brezonek hag ober a rea memeuz gwerziou meuleudiuz evid an eureujou hag ar charreou.