greg, en doa lazet an eil goude eben. Tryphina-ta a ouie an dra-ze, o veza tremenet diou pe deir heur en oresoun evit goull digant Doue he zikour-vad, a guitaaz kastel Komor hag a gemeraz en eur redek hent Guenet. Deuet a oa tost d’ar ger a Venet pa zigouezaz ganti he goaz Komor. Lavaret a reer a droc’haz he fen dezi gant eun taol kleze.
Pa zeuas he faourkez tad Gueroc’h, klevet gantan an torfed gant tud ar brinses, ar chorf oe kavet e touez an drez. Sant Veltaz oa galvet deoc’h-tu ; pedi a reaz eun neubeut amzer e kichen ar guele ma oa astennet ar c’horf maro, ha rei a reaz dezi adarre ar vuhez. Ar vrud euz torfejou Komor oa neuze savet ken huel, ma n’em zastumaz eskibien Breiz var ar Menez-Bre, evit dougen varnezan an anaoue pe eskommunikation a zispartiaz Komor euz a douez ar gristenien. Hag o veza taolet eun dournad poultr var he gastel, ar mogeriou, a leverer, a gouezaz en traoun, ha Komor oa goloet gant ar vein. Eno oa sant Pol a Leon, sant Samson, arc’heskop Dol, sant Felix, eskop a Naonet, sant Veltaz ha kals a re all.
Ar roue iaouank Judual a oa deuet en