Komor a c’hoantee dreist-voder kaout da bried he nizez Tryphina, merc’h d’he vreur Gueroc’h, kondt a Venet. Pedi a reaz sant Veltaz d’he goulen evitan digant he zad. Sant Veltaz a ouie pegen kristen mad oa ar c’hondt a Venet, ha pegen santel oa buhez santez Tryphina, kridi a reaz e teuje marteze ar brinses vad-man da deneraad kaloun Komor. Var ar zonch-ze e reaz kement, ma roaz Gueroc’h he c’hrad da zimizi he verc’h muia karet gant ar muntrer-ze. Braz oa al laouenidizez e bro Kerne pa zeuaz ar brinses iaouank eno. Komor a zeuaz reissoc’h evit kent, ha ne oa mui guelet kement a dud krouget en dro d’he gastel. Karantezuz oa memez evit he bried ; koulskoude Tryphina na helle kaout joa ebet, aoun e doa dirak Komor : he liou oa fall evel ma vije o vont da vervel. Eun devez, Komor a gavaz he c’hreg oc’h ober eur bonet voulouz gant dantelez arc’hant evel ma ve lakeet var pennik ar vugaligou ; sellout a reaz ouz he c’hreg ken du ma krenaz Tryphina euz he oll izili. Komor a zeuaz e meaz evel eun den diskiant, rag klevet en doa e vije lazet gant he vab hena, ha lavaret a ree an dud en doa bet seiz