Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/92

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

a reaz sevel dezan eur bez kaer e lec’h ma oa lakeet e beo, hag a oa kasset dezan, eno, da zibri ha da eva dre eun toullik gret evit ma elje ar prinç tenna æz he alan. Diskuez a reaz ar bez da gannadou (pe ambassadourien) ar roue hag a lavaraz dezo : Ar prins a glaskit a zo maro ; setu aman ar bez ma eo bet lakeet. Ar reman, laouen braz euz ar c’helou-ze, n’o doa ket a vez da zibri ho lein var men ar bez evel var eun daol. Goude ma oa eet ar gannadou kuit, ar c’hondt a Leon a reaz digori ar bez da Vakliau, heman en em rentaz manac’h.

Komor oa kriz evit an dud euz he rouantelez. An eskibien hag ar venec’h santel a reaz ho gallout evit hen renta guelloc’h ; hag a veichou a ree van d’ho selaou. Digemeret en doa mad sant Veltaz ; ar sant a felle d’hen en distrei ouz Doue, hag a iee aliez d’he velout.

Komor ne oa ket euz voen ar rouanet, be oa kondt Poher, eul loden euz a Gerne, el lec’h e ma Keraez ; ober a ree beac’h d’ar c’hondt a Leon ha d’an oll Vreiz, rag Judual o veza iaouank flam, en doa renket tec’hout dirazan e lez ar roue Childebert, evel hon euz lavaret deoc’h kent.