Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/90

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

digor ato d’an dud paour, d’ar veaichourien. Eno vije gret skol evit netra d’ar vugale, e vije kemeret evez euz an dud klan. Ar paourkez, ha n’en deuz na guele na ty, a elfe c’hoaz kaout eno eul lec’h da gousket, ma na vijent bet oll dizmantret.




PEMPET NOSVEZ
————


Cetu dirazoun al lannec braz, ar steriou doun
Ar men-hir, ar peulvan, hag al langaich ar c’hosa euz ar bed.

Lavaret em euz deoc’h Komor, ar c’hondt a Gerne, a oa deuet da veza roue e Breiz, o laza daou euz he vreudeur. Breudeur en doa c’hoaz, ha na grede choum e peoc’h keit a ma vijent beo. Makliau, e vreur iaouanka, o c’houzout a c’hoantee Komor he varo, en em dennaz e ty ar c’hondt a Leon. Komor a c’houlennaz he vreur digant ar chondt-ze : Heman ne oa ket galloudek avoalc’h evit derc’hel pen d’ar roue Komor, ha koulskoude na felle ket dezan koll an ini oa deuet d’en em lakaat gant fizianz etre he zaouarn, neuze a reaz van e vije maro ar prins Makliau. Ober