aotrou Robien oe an diveza euz he abbaded.
Dont a reaz neuze da sant Pol ar c’helou deuz ar pez oa c’hoarvezet, nevez oa er Faou. Sant Jaoua, he nis, a oa bet var ar poent da goll he vuhez. Person Braspartz a oa, hag o veza eun devez en eun ilis gant abbat Landevennek hag eur manac’h all o lavarout an offeren, an aotrou euz ar Faou, ha ne oa ket kristen, o tont en iliz e kreiz an offeren, en amzer ma lavare a bælek : Nobis quoque peccatoribus, a dennaz var abbat Landevennek hag he lazaz gant eun all. Sant Jaoua a hellaz savetei he vuhez hag en em dennaz en he barrez Braspartz. Doue a gastiaz tud ar Faou evit eur seurt torfet hag a zigassaz dezo goalheuriou. Tud ar Faou a bedaz sant Pol da zont en ho zouez. Sant Pol a zeuaz dy gant sant Jaoua. O veza prezeget d’ar bobl, a rejont ar vadiziant d’an aotrou ar Faou, hy a lavarjont dezan sevel eur gouent var al lec’h ma en doa lazet an daou vanac’h, kouent galvet abalamour d’an dra-ze, Daoulaz. Sant Jaoua oa gret abbat euz ar manaty-ze. Ar c’houenchou pe manatiou euz an amzer-ze, savet e peb tu er vro, a oa