Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

meraz gant kalz a garantez. Sant Pabu, eskop Landreger, a oa deuet eno ive evit guelout e nis ker. Evel ma na ouie ket ar gallek na elle ket komz gant ar Francisien nemet e latin. Judual a gomze gant he yountr e brezonek ; rag eun den euz a Vreiz na glaske ket neuze disonjeal he vrezonek.

Pa zeuaz sant Pol en dro en he eskopti, e reaz sevel kouenchou : unan en enez Vaz, eun all e parrez Kerlouan, unan e Plougar hag eun all c’hoaz e Lampol. Epad ma oa sant Pol o sevel ar c’houenchou-ze, eun den iaouank, hanvet Gurguy, a zeuaz d’he gavout evit goulen digantan pinijen abalamour da eur muntr en doa gret nevez oa. Gurguy a oa mab d’an aotrou euz a gastel Tremazan, e parrez Landunvez, e bro Leon. An aotrou-ze, hanvet Galon, a oa demezet da Florença, unan euz ar guella itrounezet euz he amzer. Bed o oa daou grouadur, eur paotr hanvet Gurguy hag eur verc’h hanvet Eodez. Ho mam a varvaz pa oant c’hoaz iaouank. Galon, ho zad, a gemeraz evit eil pried eun introun euz an enez a Vreiz, hag hi heretik. Houman a voal-gassaz an daou grouadur. Gurguy na choumaz ket pell