Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/808

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 807 —

noz. Jorch gant he speret mad ha lemm na ree ket a faë var an noblans, hervez ma ra kalz tud ber a speret ha paour a vertuz, evel ar vourc’hizien dizoue. En arme ar chouantet oant oll kement ha kement. Ne ket evel maz eo égalité gaouierez ar republikanet. Denchentil pe kouer oa ofiser hervez ma oa gouest da ren mad ar brezel. Jorch a vire ouz he zoudardet iaouank da eureuji araok fin ar brezel, gant aoun e vijent dalc’het er ger gant ar priejou nevez, ha na vijent ket chomet da gombatti. Touzet e vije bleo an hini a vanke d’al lezen-ze ; ar vez a vire ouz an dud iaouank da zizenti, rag na felle ket dezo a gren beza touzet e mesk bleo hir ar chouantet. Ar Vreiz en he bez a garie Kadoudal, piou n’en dije roët a volontez vad ugent kueich he vuhez evit divoal buhez Jorch, souten an urz vad, skoazel ar gwir relijion. An aotrou Lomelech, kure e Ploermel, en em rentaz prizouner d’ar soudardet c’hlaz, evit rei amzer da Jorch Kadoudal da bellaat diouto. Avoalc’h en doa gret ar bælek-ze evit beza lakeet d’ar maro.