var ugent glaz, ar republikanet a oa trec’het.
Erfin Kadoudal en em rezolvaz da ober ar peoc’h, rag guelout a ree n’en doa ket da herzel ouz eun armee hebken, mæz ouz oll soudardet gouarnamant ar Franç. Eur jeneral a lavaraz da Jorch : C’hui vo jeneral evel-doun, pe dibennet. Goustadig, respountaz Jorch, en eur hija he ben, na po ket anezan ker buhan. Kiniget oe da Jorch kant mil liur ha beza jeneral ; ne fellaz ket dezan, ober a reaz ar peoc’h hag a ieaz da Vro Saoz da c’hedal.
Na vije ket mad din chom heb rei deoc’h da anaout an hini zo bet enor ar Vretonet e brezel ar chouantet. An den brudet mad-ze eo Georges Cadoudal. Blenier ar chouantet en doa c’huerc’h bloaz varnugent, he soudardet a zente ountan dre garantez. Hen oa eur c’hristen c’houek ; he soudardet a dlie beza kristen ; mont a reent bemdez, jeneral ha soudardet, var ho daoulin, ho fen dizolo e kreiz an dachen evit ar pedennou euz ar mintin, euz a c’hreizdez hag euz an