ken e Franç. Kadoudal na helle ket beza trec’het ker buhan ; hen a oa eur guir Breton, pennek, kalet d’ar boan, leun a galoun hag a skiant, stard d’he zever hag a c’houlenne dreist oll an oboissanç digant he baotret. Recevet en doa digant he grouer an nerz hag ar gallout a ra an dud estimet ; ar skiant hag ar pen ho sav huel. Jorch Kadoudal oa ar chouan braz. Pontbriand a gombatte euz tu an aochou Dinan. Pemzek mil den oa gant Jorch ha Guillemot pa zeuaz an daou-man da gombatti ar jeneral Hardy, e kichen Elven. Dubot ha Bonnaventure, euz a barrez Guiskriff, a gommande ar chouantet er c’harter-ze, La Boessiere, Keruzoret ha Kerbalannek a gommande paotret Leon. An aotrou Kerne a gommande chouantet Kerne, hogen en despet ma oa mad-tre ar c’habiten, ne oe ket kalz a chouantet er c’harter-ze. An aotrounet Du Rumin, Crezolles ha Trelon a gommande chouantet Landreger. Eun devez Kadoudal a zeuaz da gombatti gant pevar ugent chouant a enep ar jeneral Hardy ha pe-
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/804
Neuz