Kals listri oa deuet er meaz euz porz Brest evit kombatti ar Saozon, lod anezo oa brevet gant ar goal amzer. Unan euz al listri-ze, galvet e gallek : les Droits de l’Homme, en em gollaz var ar c’herreg dirak Goazien (Audierne) : pemp kant korf maro oe taolet gant ar mor var an aod. Eur martolod euz ar c’harter-ze en em daolaz tregont gueich er mor, o klask savetei an dud paour-ze, hag a zeue gantan var an aod eun den kasi be veich.
An dra-man a zigass din da sonj euz Jean-Marie Kéméner, martolod euz a Grozon ; en em daolaz er mor ouspen anterkant gueich evit savetei ar re oa var bours an Arrogante, en em gollet e kichen Toulon e 1877.
Kemener a gemeraz eur sourci braz da lakaat douari ar re varo hag a lakeaz offerennou evito. Ree en doa gret. Euz a neuze en doa kollet he yec’het. Kemener, martolod var ar Souverain, en deuz bet ar groaz a enor !
Evel m’euz kountet deoc’h diaraok, ne oa mui nemet ar chouantet da gombatti