Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/800

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 799 —

skrive unan d’ar jeneral Hoche : « O klevout oa paket Charette, ni a zo eet er meaz ac’hanomp gant al laouenidigez. Digouezet oa ar c’helou e Paris da eiz heur euz an noz. Ar pemp director o deuz lakeet embann an dra-ze, evel ma vije bet gounezet eur viktor braz. » Pa oa goulennet digant Charette abalamour da betra en doa gret ar brezel ? Evit difen va relijion, va roue ha va bro, emezan. Pevar mil den oa renket var blacen vraz Naonet evit he fuzilla. Na fellaz ket dezan beza mouchet evit receo taol ar maro, sell a reaz sioul euz ar fuzillou troet var he vruchet ha kommandi a reaz he unan an tennaden. Koueza a reaz, skoet gant ugent boul ploum, en eur ioual : Vive le Roi ! oajet oa a 33 vloaz.

Nag a veich eo bet klevet ar iouaden-ze n’em sevel etrezek an env en amzer maleuruz-ze ! Ar Franç a golle evel-se ar re vella euz he bugale. Ar merc’het hag an dud iaouank a c’hlebie mouchouerou guen e goad ar re oe dibennet pe fuzillet, ispicial pa oe lazet beleyen, hag ho mire en ho zyez gant kals a respet evel relegou.