Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/80

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

Alan, pe Judual ; mez an diaoul, en doa kemeret evit he vestr, neket galloudek dirag Doue. Sant Luner, o klevout oa maro he vreur Rivoal II, a zeuaz d’he balez hag a gemeraz he nis evit he gundui da balez ar roue a Frans. Komor, leun a fulor, a ieaz da dy he vreur hag a c’houlennaz digantan he nis, ma na felle he unan beza lakeet d’ar maro. Sant Luner na reaz dezan respount ebet, en em gontanti a reaz da ziskuez al lestr, gant he lien guen en avel, a gasse da lez ar roue a Frans ar guir roue a Vreiz.

En amzer-ze, evel ma leverer, sant Paol a drec’haz eun dragon euzuz, a ree distruj er vro en dro da Osismor. Den na grede mont gant sant Pol beteg toull an dragon, nemet eun den iaouank euz a barrez Kleder, hanvet abaoue Kergournadec’h ; ouz ar famill-se eo bet lavaret : « Araok ne oa aotrou e nep lec’h oa eur marc’hek e Kergounadec’h. » Ha c’hoaz : « Mar ezoc’h euz Kergounadec’h, savit ho pen d’an ec’h. » Sant Pol oa gret eskob a Leon, hag o velout ne oa ket ar roue er vro, mont a reaz d’he glask beteg lez ar roue a Frans e pelec’h Judual he zige-