Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/78

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

da Hernot, den iaouank euz ar vro, oajet a eur bloaz varn-ugent, hag hen c’hargaz da labourat da silvidigez he genvroiz. Kement a breder a gemeraz d’ho renta kristenien vad, ma savjont dezan eur japel evit he enori hag he bedi goude he varo. Pedennou kristenien vad Krozon a zo atao selaouet gant sant Hernot. Sant Philibert ne ket dizonjet kenneubeut gant Krozoniz ; savet zo ive dezan eur japelic elec’h ma zireder evit beza pareet euz certen klenvejou. Lenn a reer ive an aviel sant Iann eno da eur maread bugale vihan.

Breiz huel a zigemeraz ive neuze sant Samson hag he niz sant Meen. Sant Veltaz ha Thaliessin, mab Onys, en em dennaz en eneziou euz ar Morbihan, ha sant Malo a zeuaz er ger a Aleth. Sant Luner, mab Rivoal-ar-Braz, a zeuaz e Pontual gant he vreudeur a oa neuze mignonet. Ho c’harantez an eil evit egile ne badaz ket pell. Komor, unan anezo, en doa bet Kerne evit he lod, ha c’hoantaat a ree ouspen kaout lod ar re all ; hag evit-ze eo reaz laza Rivoal, hanvet ive Jona Reith, he vreur hag he roue, gant Budik, eur breur all dezan. Klaskout a reas ive laza he nis