Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/774

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 773 —

nan, pelec’h ma eta ho liberte ? Ni zo tud christen, klevit mad, ni hon deuz eun ene da savetei, ha c’hui peuz lammet diganeomp hor beleyen ! Kemeret o peuz danvez an tuchentil hag an dud vad. Na c’houlennomp nemet guelout peb hini kaout he vir ; rentit ho madou d’an iliz, d’an duchentil. Ne rit ket, er c’hontrol, c’hui oar tenna ar vaz euz dorn an den evit skei gantan. »

Pa oa ret d’ar republikanet rei an arc’hant prometet ha renta ar madou laeret d’ho guir perc’hen, oa kavet digariou, ha ne oa gret netra euz ar pez oa bet prometet.

En amzer a barlantan deoc’h breman, e oa goal diœz kaout bara da zibri. Rag ar baysantet na felle ket dezo guerza ho ed gant aoun da gaout da beamant tammou paper galvet e gallek assignats, a serviche neuze da vouniz. Kuzat a reent ho oll draou, ha na verzent a galoun vad nemet d’ar chouantet. Ar brezel a gommanças adarre etre ar republikanet hag ar chouantet. Ar republikanet a c’hounezaz er c’hombajou a oe e Grandchamps, e Billy hag e Kamors. Koulskoude dont a ree da gaout ar chouantet tud euz parreziou Leon, euz a Vrest memez. Ar