Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/770

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 769 —

Sapinaud, Kouetuz, Briak ha Trotouin, euz ar Vendee, a zeuaz da eur maner da bedir leo euz a Naonet evit ober peoc’h gant ar republik. Setu ar pez oa skrivet eno : Ar relijion vo enoret, ar veleyen vad galvet en dro. Paotret ar Vendee a zivoallo ho unan ho c’harter. Na ielo den euz ar Vendee da servich ar republik. Saet vo en dro an tyez devet gant ar republikanet, ha roet daou vilion arc’hant d’ar re o deuz kollet gant ar republikanet. Pa oe sinet ar peoc’h-ze, ha na badaz ket pell, rag ar republikanet na zalc’hont ket d’ho fromessaou, Charette hag he gonsortet a dremenaz placen vraz Naonet var varc’h, kokardennou ha plumachennou guen var ho zokou.

Darn euz ar chouantet a Vreiz a zeuaz ive e Roazon, ha sinet oa ar peoc’h er maner La Mabilais. Lois Frotte ha Kadoudal na zeujont ket e Roazon, rag gouzout a reent ober peoc’h gant repulikanet zo goaperez.

Setu eul lizer skrivet var gement-ze gant eun ofisour chouan da eur republikan : « C’hui lavar deomp distrei d’hor c’herriou ha renonç d’ar brezel. Ha kridi a ret ni zo deuet sod ? C’hui ra goab