peoc’h na helle ket beza paduz. Mogedi a ree c’hoaz an tyez devet gant ar republikanet ; goad ar gerent lazet ganto a oa toum c’hoaz ; hag ar parkeier a zouge ive merkou euz an eost distrujet ganto. An dud gret kement a zrouk dezo, oa en em dennet er c’hoajou ; aliez e teuent alesse da spounta ar re oa bet pen-kaoz euz ho malheuriou. Ar re-ze eo zo bet galvet chouantet euz hano tri breur hanvet Chouan, gant eun neubeut tud kalounek, hag o deuz kombattet ar republik. An darn-vuia euz ar chouantet a oa tud vad, a heulie skuer paotret ar Vendee, hag a gombatte evit ho feiz, ho relijion hag ho buhez.
Evit lakaat disprija ar chouantet, ar republikanet a gassaz e Breiz tud euz ar galiou a zue ho bisaich evit na vijent ket anavezet, hag o kemerout hano eun den anavezet mad er vro, e rejont muntrou euzuz ; laza a reent tud fall ha tud vad, evel ma sonje dezo, evit kaout ho arc’hant.
Pennou ar chouantet oa da genta : Jorch Kadoudal, miliner kalounek, a gombattaz beteg ar maro, hag en deuz savet he hano ken huel ; Mercier he gonsort ; Guillemot, lezhanvet roue Bi-