goull grad ar c’hondt a Leon da sevel eur gouent el lec’h hanvet breman Trebabu, var dro 520.
Pa oe klevet a oa deuet mab Rivoal-ar-Braz en he vro, he zaou vreur a zeuaz gant joa d’he zigemer. Deroc’h, kondt Guenet, hanvet ive Gueroc’h pe Erech, he gunduaz en he balez e pelec’h ar roue Rivoal II a zeuaz d’he velet. Neuze c’hoaz, en eun devez kaer meurbet evit bro Leon, oe digemeret e Osismor sant Pol, eskop Guikastel, hen, goude beza tremenet tri bloaz en enez Eussaff, a zouaraz e Kernik, e parrez Plounevez. Sant Jaoua a oe taolet grant eur bar-avel dreist mor Brest e steir ar Faou.
Sant Philibert, eur maread goudeze, a zouaraz e beg Rostudel. Renta a reas kristenien mad an tud a jome eno, hag a oa neuze paganet ; el lec’h ma zeo breman parrez mad Krozon pe Kraon, kichen Brest. Douar Krozon, ken dizolo breman, a oa neuze kasi goloët a wez dero, eno a oa ive eun iliz d’an Druzet. Guelet a reer c’hoaz menhir ha dolmen aleiz e Krozon hag e Kamelet. Sant Philibert en doa c’hoant da vont larkoc’h da brezeg an aviel ; hag araok guitaat ar Grozonis e roaz ar velegiach