Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/756

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 755 —

Lequinio, Dubois-Crancé, Laignelot, Bréard, Prieur de la Marne, Pochole, Blad, Guezno ha Royou-Guermeur, muntrerien, a reaz malheur hon bro Breiz.

Lavaret em euz eo ar Finister, ha diabarz ar Finister, district Brest, oa bet euz ar re voassa en dispac’h pe revolution. Ar re falla euz ar Vretoned zo en em gavet e Pariz e kement dispac’h bet a enep ar Roue mad Louis XVI.

Hag e Brest, en despet da varo Robespierre, oa dibennet c’hoaz an Tad Joseph, kapusin (Youen Mevel) ha gantan diou sœurez, Le Coant ha Barbe Jago, evit beza kuzet ar bælek santel-man e Montroulez. An 13 thermidor (31 juillet), tad ar jeneral Moreau hag an demezel Jacob de Kerjegu oant dibennet, ha koulskoude, evel el lavaran deoc’h, an dra-ze oa varlec’h maro Robespierre. Ragmey, presidant lesvarn Brest, ha Palis, mez kaozeal anezan, oant bet stravillet koulskoude o klevout maro an Tyran.

D’an 18 ha d’an 19 thermidor, oe dibennet an aotrou Malescot-Kerangouez hag