Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/754

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 753 —

den, heb n’en doa kavet den d’er rebeich dezan, nemet daou.

Na zeui ket pelloc’h, eme Doue d’ar mor,
Skei ran ar re fall gant ar brassa rigor !

Setu aze ar pez a verke ar c’homissær Prieur de la Marne var an aoter paper savet e Brest evit gouel an Doue eternel hag e guirionez, e ber amzer, ar guir Doue a skoaz varnezo gant ar brassa rigol ; an dra-ze oa skrivet e Brest d’an 8 a viz even 1794, ha d’ar 27 a viz gouere, ar Frans oa delivret euz Robespierre. Daou seurt tud fall a zo bet oc’h ober torfejou epad ar Revolution : Chaumette, Hébert, Marat, Karrier, tud karget a zlee, dreberien arc’hant, tud kontant da skuilla ar goad, abaoue ho iaouankiz-oll. Ar re all a vije bet tud ha n’ho defe ket gret trouz braz, penefe ar Revolution. Ho c’halonou, leun a ioulou fall ha mezuz a gavaz, en amzeriou trist-ze, lec’h d’en em zizkuez, Robespierre, Pétion, Fouquier-Tinville, Simon ar c’here oe euz ar re-ze, Evel-ze en deuz skrivet an aotrou’n eskop Dupanloup. Etouez an daou seurt-ze e kaver Jean-Bon-Saint-André, protestant,