Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/748

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 747 —

Kerlean, an tad hag ar mab oant ive kondaonet d’an harlu ; an demezel Anne Pichot Kerdizien, leun a vadelez evit ar beaurien, oe ive dibennet e Brest. E Lesneven, an aotrounet Jean-Marie Habasque ha Guillou Peton, beleyen, oant dibennet en eun taol kont gant Ance pe Hans, bourreo Brest ; beac’h en doa da gaout lojeiz er ger-ze. Lesneviz a gemere aliez hent ar vered evit mont da bidi var beziou ar veleyen vad-ze, evel ma ree ar gristenien genta var bez ar verzerien.

An 28 germinal oa dibennet eur soudard kanonier ; an 2 floreal, eur c’hemeneur. Oll, abalamour o doa en em glemmet euz ar Republik hag o doa diskuezet keuz da veza kollet ar Roue. An 23 floreal oa dibennet an aotrou Sebastien Rolland, person Trebrivant.

Erfin, an 20 euz ar miz maë 1794 oe dibennet e Brest 26 euz renerien ar Finister. Royou-Guermeur ha Perrin na heanent da c’houlen ho maro ; Guermeur, Guezno ha Marek a glaskaz ho savetei ; hogen en aner. Difennet oant