Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/746

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 745 —

Epad meur a zevez ne oa guelet den mui er ruiou. Na vije guelet o tremen nemet ar Republikanet goassa ha ganto soudardet ar Menez, ha merc’het fall oc’h ober stam hag o kana Ça-ira hag ar C’harmagnole.

An dra-ze ne oa netra skoaz ar pez a erruaz goude : dan 9 ventose, 27 fever 1794, ker Brest a zihune e kreiz ar Spont. An taboulin a gomans da skei da bemb heur euz ar mintin. Doriou ker zo sarret, soudardet a zo lakeet er ruiou peb hanter-kant kammet da eveziat. Da c’houerc’h heur, furcha a rer an tyez, ha kalz tud zo lakeet er prizoun. Ar 25 ventose, 14 meurs 1794, ar c’hillotin oe kasset var blasen ar C’hastel, hag eno e oa dibennet an aotrou Coz, euz a Boullaouen, d’an oad a 48 bloavez. Ar c’hristen mad en doa digemeret ar bælek-man oe kasset kuit euz ar vro ; he hano oa Nedelec. Daou vartolod breton, ar Gouy, euz a Guerand, ha Jezekel, euz a Bloumoger, oant kondaonet ar c’henta d’ar maro, an eil da veza kasset er broiou pell. An aotrounet