o doa ho saveteet oant laket er prizoun, ha kalz anezo oant dibennet !
Gouel ar Rezoun, laket e lec’h Doue var an aoteriou, oe gret e iliz Sant-Louis e Brest d’an 10 nivose, 30 a viz du 1792.
Jean-Bon-Saint-Andre, ar protestant, a savaz er gador-brezek hag a gomzaz a enep ar veleyen katolik hag ar guir relijion ! Be oant poulzet gant an diaoul, lavaret e vije o doa kollet ho skiant-vad. Laignelot, deuet e Brest gant ar bourreo, a lavare d’ar Société populaire euz a Vrest, ar c’henta devez euz a viz fever 1793 : Ne vo morse pobl ebet libr ken a vo bet mouget an oll Roueet, etc. Komzou evel-ze zo komzou donjeruz. Ar Republikanet fall-ze, an darn vuia anezo, na ouient na len mad, na skriva brao, ne ouient ket skriva mad ar gallek, Ar c’homzou euzuz-man lavaret gant Laignelot, oe roet evit komposition d’an habila, da vugale skol eur skolaër euz a Vrest ; heman a gassas he skolaerien an devez varlec’h evit beza meulet gant an dud fall. D’an 20 pluviose, Hugues, tamaller an dud vad, a skrive da dy-ker Brest : Gourc’hemen a ran da