gant ar skuizder, an naon hag ar sec’het, e kichen Kemper, el lec’h merket dezho gant Kervelegan, Abgrall a zeuaz d’ho c’herc’het hag ho digassaz e ty Le Louedec, en Ergue-Gaberik. An devez varlec’h e tigouezont e Kemper e ty La Hubaudière da zeg heur euz an noz, Duchâtel en doa paet evit ho c’hass da Vourdel ar vag La Diligente, bag ar Skanvik, euz a Gonkerne ; ar vag-ze a erruaz e Bourdel gant nao euz an deputeet Girondins. Guadet hag an den fall Petion o doa kavet e Brest eur vag mad. Chomet vije ar Girondins er Finister el lec’h o doant kement a vignonet, penefe o doa kollet er brezel, ha klask a reent neuze mont en ho bro ; mæz eno oant dilezet hag a varvjont en eun doare kriz. Belval, an depute fall, a skrive e 1791 : (ar roue, a bretantan, a zo eun torfetour) ; Belval a dremenaz mor Brest en eur vagik evit ar pesketerez, da zont da glask Barbaroux hag ar re all ; an aotrounet La Hubaudière ha La Bremaudière a zeuaz d’ho hencha euz a Gemper beteg Lanveoc. Nikun euz ar Girondins na gollaz he vuhez er vro-man, mæs ar re
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/740
Neuz