lounek na felle ket dezo receo an touerien. Guelet hon euz diagent o doa c’hoant non pas mont larkoc’h en drouk. Kousta reaz ker dezo ; galvet oant da vont d’ar varn ; den na gemeraz ar boan d’ho difen, klask a rejont trugare, n’ho doa ket da gaout an trugare-ze e doare ebet ; an dud kriz Breard, Trehouart, Jean-Bon-Saint-Andre, henvel euz loënet gouez, euz tigret, a felle dezo skuilla goad, ha skuill a rejont anezan.
Renerien ar Finister o doa ive skuillet goad, poulzet gant district Brest ; lakaat a rejont dibenna, ar bevare a viz ebreul 1793, Jean Pedel, euz a Vipavaz ; Fanch Guiavarc’h, labourer douar. D’an nao a viz ebreul oe dibennet Fanch Barbier, mær Guitalmeze ; d’an dri var ’n ugent oe troc’het pen Jean Prigent, mær Plouzevede. Oll oant lazet evit beza difennet ar veleyen vad ha miret ho farreziou euz ar veleien touerien. An dra-ze oa labour ar Girondins. Ni velo c’hoaz oberou ar re falla hanvet Montagnards ha Jacobins.
Pa zigouezaz ar Girondins hanter-varo