Saoz, e pelec’h oa neuze an darn vuia euz an dud divroet. O veza bet trec’het gant ar republikanet e teujont e Breiz evit mont var ho c’hiz d’ho bro. Er c’herriou Antrain, Dol ha Foujeres, ar re c’hlaz pe ar republikanet, o doa renket bale dirazo ; mæz goude oant trec’het er Mans hag e Savenay, ha na choumaz euz ho arme nemet ar re euruz avoalc’h da veza digemeret gant ar vrassa karantez etouez ar Vretonet.
Kridi a ret martreze em euz lavaret deoc’h an traou goassa digouezet en amzer ar spount. N’em euz ket komzet deoc’h c’hoaz euz eur muntrer, n’en deuz ket kavet he vestr var an douar. Deuet oe neuze e Naonet euz a berz Robespierre, eun den iaouank, hanvet Karrier ; eman a lavare evit ober euz ar Franç eur republik, ne oa ret kaout var bep deg leo douar, nemet seiz kant den da vaga, evit ma vefje æssoc’h ar re all. Evel-se e oa ret laza an tri-c’hant den-ze a oa ree anezo var beb deg leo douar euz ar Franç, rag kounta a ree ouspenn mil den da vaga var an espaç douar-ze.
Evit dont a ben euz an dra-ze, a ree laza bemdez e Naonet hag e tro ker, eun niver spountuz a dud. Skriv a ree da