Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/72

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —




PEDERVET NOSVEZ
————


Paol a Leon kerz alesse, gourc’hemenet gant Doue,
Evit savetei da ene, mont da jom e douar Kerne.


Neket dre ar brezel hebken oa douget e peb lec’h hano ar Vretonet, be oant ivez ar c’henta skolaerien euz ar bed. En amzer-ze ne oa ket eur skol ker brudet evel hini sant Iltud, en eul loden euz ar Vreiz-Veur galvet ar Glamorgan ; hag en oll gouenchou euz an diou Vreiz e vije desket an oll skianchou, ken re sakr ken re ar bed. Piou a hello lavarout mad avoalc’h pegen desket a oa an dud iaouank eno ? Pedavare a vo kavet eur seminer evel hini sant Iltud ? Euz ar skol-ze e deuet er vro-man sant Samson, sant Veltaz, sant Paol a Leon. Eno oa bet desket daou vab ar roue Rivoal, sant Pabu pe Tugdual, ha sant Lenor. Hag a hellin-me, paour-kez dall, gant ken neubeut a skiant, komz deoc’h euz a eskibien ker gouiziek, bet evel steret ar vro-man ? Ouspen meuleudiou Doue, a vije klevet e peb lec’h euz an diou Vreiz hag a ree estlam ar broiou