naz en ho c’hichen eul labourer iaouank gant he venvek var he skoaz o vont d’he labour. Cetu aze ar bælek, eme an traitour, cetu hen o tont.
Ar soudardet o doa c’hoant d’he lezel e peoc’h. Mæz an traitour a lavaraz dezo : Me zo sur heman zo eur bœlek, sellit euz he zaouarn, guennoc’h int evit daouarn al labourerien.
Pa oa klevet er vorc’h Kraon pe Krozon, e oa paket an aotrou Raguenes, e savaz eur c’hri truezuz ; goulen a reaz antreal e ty he vam evit kemer eur boutou lær. Pa dremenaz evit mont da Gastellin, var droad, etre ar jendarmet, e oa heuliet gant tud a boke d’ar plas ma oe merket roudou he dreid.
Barnet oe e Kemper gant hast. He vam oa eet dy evit konsoli he mab ; da zevez he varo hen a supliaz he vam da vont en dro da Grozon evit na zeuje ket beteg ar chaffault. Marie-Jeanne Leskivit a guitaaz-ta Kemper d’an devez terrubl-