Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/708

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 707 —

Habit karmez Mari-Antoinetta, lamet diganti ha diskuezet dirag ar varnerien fall, oa livet gant an dorn, eur galon-sakr oa ive merket varnezan gant ar groaz, ar gurunen-spern hag al lans ; hag en dro ar c’homzou-man : Kaloun-Sakr, ho pet truez ouzomp !

An aotrou Raguenes, bœlek iaouank, kure Landudek, kichen Kemper, oa deuet d’en em guzat e parrez Krozon e lec’h a oa ganet, hag eno a sikoure ar bobl fidel gant an aotrounet Balkon ha Meilars, hag a ziskueze kals a gouraich hag a feiz. E miz ebreul 1794, daou zen euz ar barrez-man (na ve lavaret ho hanoiou kasi morse gant tud Krozon) a zeuaz da c’houlen, digant ar mær, soudardet evit ho sikour da baka an aotrou Raguenes kavet ganto e Goandour.

Mont a rejont var eon d’ar gerik-se : kuzet oa an aotrou-ze e ty Kerinek ar merour. Ar soudardet a zeue en dro, heb beza kavet an hini a glaskent, pa dreme-