Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/706

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 705 —

evit insulti ar re kondaonet d’ar maro gant tribunal didruez ha disleal ar revolution. Ar merc’het-ze a c’houlenne goad ar Rouanez hag a reent dezhi hanoiou euzuz. Ar c’homerezet-ze a oant galvet lipouzezet goad ar guillotin.

Mari-Antoinetta a jomaz Rouanez er prizoun, Rouanez var kador-plouz, kolc’het kolo, ha skaon ar prizon. Chom a reaz Rouanez var ar c’har-labour he c’hasse d’ar chaffault. Sellout a ree euz ar bobl evel m’an dije lavaret : Va foaniou zo var ho zermen ; ho re-c’hui, siouaz ! a zo o komans !! Digouezet var ar blasen, e lec’h ma doa redet goad Louis XVI, pignat a reaz heb aoun ebet var ar chaflault ; sellout a reaz ouzh e falez gueichall ; pidi a reaz a greiz kaloun ; sevel a reaz he daoulagat etrezek an env, hag en or drei euz ar bourreo : Hastit-a-fo, emezhi ; hag a resevaz an taol kontel a droc’haz dezhi he fenn hag he buhez.