an oll histor euz Merlin an divinour. Hen a leverer, a ouie an oll draou kuzet, ha skrivet en deuz ar pez a erruaz, hag aveichou ar pez oa da erruout. Be zo muioc’h c’hoaz ; rag klevet em euz lavarout Marzin, pe Merlin, zo atao beo, ema — kridit mar kirit — en eur bez e koat Brocilian, ha ne ouzer ket an amzer ma vo digoret dezan he vez. Ia, kousket eo Marzin ; na glever mui he vouez o tiskleria ho riskl d’he genvroiz ker. Koulskoude ar Vreiziz he c’hortoz c’hoaz, hag o deuz kredet e oa dihunet pa o deuz klevet, eun neubeut bloaveziou zo, moueziou douç o kana meuleudiou ar vro [1]. Arthur ive zo kousket, petra bennag ma eo bet skoet gant he niz Mordred an traitour. Ne oa guelet mui er bed ; ar Vretoned a c’hed anezan ive, ha peb kaloun a lavar : « Pedavare a zeui da zihun Arthur-ar-Braz, ha da gemerout he gleze mad Eskalibar ? — Galv da Vretoned, hag e teuint en dro did ! »
Setu aze, va zud vad, istor kaer Arthur ha Rivoal. Deuomp breman da veuli an Aotrou Doue araok mont da gousket.
- ↑ Gant an Aotrounet La Villemarqué, Henry, Alexandre, Brizeux, Kerbiriou ha Violeau euz a Vrest, etc.