Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/694

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 693 —




TREDE NOSVEZ HA TREGONT
————

E Breiz-Izel oa maneriou, oa tud vad e difen ar vro ;
Breman penn an daol e veler neb a vire saout ar maner.
(Barzaz-Breiz.)

An dud fidel euz an amzer-ze a ziskuezaz ive eur gouraich vraz er bersekution. Dastumet er prizoniou, na gollent eno nag ho feiz nag ho fisians en Aotrou Doue hag er Verc’hez.

Ar pez a estoun breman ar re a glev ar recit euz an traou erruet en amzer-ze eo ar gontantamant, al laouenedigez, ar peoc’h a oue etouez an dud persekuted-ze.

An dud euz an noblanç, dastumet er prizoniou ha dibourveet euz ho madou, oblijet d’en em servicha ho unan, deuet en eur stad tristoc’h evit hini al labourerien douar, a c’houzanve ho stad truezus gant kouraich, en eur gana hag en em laouennat en eur fœçon honest etrezo. E Karaez oa dastumet assamblez ar fa-