eskopti Sant-Briek, da Anna an Eskop, euz a vorc’h Iviaz. Al lizer-ze voa eur gentel, eur seurt katekis evit an dud fidel var ar fœçon d’en em akita euz an deveriou a relijion en amzer trubuliuz-ze. Lennet vije da zul d’an dud euz ar barrez a helle dont d’he selaou. Nag a veich eo bet lennet lizer ann aotrou Kalvez dindan eur gistinen vraz a oa e liorz Kervulguen, hag en eur brouskoat a zo e kichen. Eno, en nozveziou hanv, tud koz ar Skrivagner (an aotrou Ar Iann) a zastume an dud tro var dro ; ha pa na vije klevet ken trouz nemet kan an eostik-noz er c’hoat, e lennent d’an dud keaz-ze al lizer-man, evit ho c’hentelia hag ho c’honsoli. Nag a veich ive a zo bet offerennet dindan ar vezen vraz-ze, var eun aoter savet buhan ha buhan.
Pebez plijadur am euz-me bet em bugaleaich, eme an aotrou Durand, kure Lanmeur, pebez plijadur am euz-me bet, azeet e hars ar gistinen-ze, o klevout va zad koz o kounta an traou tremenet dindan-hi. « Aman a reaz da dad he bask kenta ; aman e oa eureujet Pipi-Vraz ;