Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/680

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 679 —

bet lazet beleyen o deuz dalc’het an doare kaer-ze ! Ar veleyen kasset en exil e Bro-Saoz, e Spagn, en Allemagn, o deuz dre ho skuer kaer konvertisset kals a dud er broiou diavez ha preparet konversion kals a re all. Ma teu ar Vro-Saoz en dro d’ar relijion katholik, ni a hello lavarout en deuz an Aotrou Doue en em servichet evit konvertissa ar Saozon euz hor beleyen harluet epad ar revolution vraz.

Ar re oa choumet er vro, hag ar re oa en harlu pe en exil, evit kelen ha kreaat feiz an dud fidel, o deuz savet kals a ganaouennou kaer meurbet da gana ha da len. Kals anezo zo bet kollet, abalamour pa vije kavet ar ganaouennou-ze etouez an dud, avoalc’h oa evit ho c’hass d’ar maro. Lod anezo zo bet skrivet en eul leor hanvet ar Feiz hag ar Vro, gret gant an aotrou Durand, bœlek ha kure Lanmeur.

1791. — Ar bersekution pe eskin a enep ar feiz ha ministret ar relijion e doa kommancet, evel m’euz lavaret deoc’h kent, e miz ebreul 1791, pa oa goulennet digant ar veleyen al le schismatik.