Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/68

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

ar roue da glask an dud kalounek euz a beb bro hag ober anezo marc’herien : eur marc’hek oa eun den a vrezel, eur soudard vaillant a dlee difen beteg ar maro he relijion, he vro, he roue, ar vinoret, an intanvezet ha beza a unan an eil gant egile. Dastum a reaz ta er ger a Keramalo ar guella baotret eur an diou Vreiz gant tuchentilet a bep bro. Ho guiskamant houarn oa lakeet ganto var eun daol-men rond ; sant Koulm ho bennigaz, a bep hini anezo a douaz beza marc’hek mad ha leal ; hag o veza galvet teir gueich ar Verc’hez Vari, mont a rezont d’ar brezel. Eno oa Rivoal, Arthur, Mordred, Goven, Karadok, Tristan, Lancelot, Perseval ha kals a re all brudet e peb bro.

O va bro ! e peb lec’h e vije komzet neuze ouz da vugale gant ar brassa doujans, gant souez, gant admiration ! Ouspen da varc’herien, oa brudet ive da varzeet, ha dreist-oll Marzin ar barz a skiant vraz. Desket oa bet en enez Mona gant ar re ziveza euz an Druzet, hag e oa deuet gouiziek en ho skianchou ; gant Koulm er greaz gouiek e skianchou an Ee. Na helfen ket aichui en noz-man, ma teufen da lavaret deoc’h