Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/668

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 667 —

ruz a choumaz da diza an tan epad ma tanse ar re all en dro, ouz zoun ar biniou. En devez varlec’h a varvaz an ofisour-ze ; hag an dud a velaz eno ar bunition euz he dorfet. Tud fall e Paris a viske guiskamant ar veleyen hag a zanse guisket evel-ze eun dans fall hag euzuz hanvet la farandole pe la carmagnole.

Ne hellet ket ken dougen hanoiou ar sænt, hag e lec’h beza galvet Iann, Per ha Paol, buzage ar republikanet oa galvet Kaius, Brutus, Scevola ; Pont-Abbad, e kichen Kemper, oe galvet Pont-Marat, hano unan euz ar re falla euz ar republikanet ; Ponte-Kroaz oa hanvet Pont-Libre ; Kemper oe galvet Ker-var-Odet ; hag ar brezounek oe disklæriet eul langaich fall.

Ar Vreiz hag ar Vendee oa ive reputet ar broiou falla gant ar republikanet. Neubeut a dra a lavaran deoc’h euz ar Vendee, abalamour em euz avoalc’h da gounta deoc’h ar pez a zigouezaz e Breiz.