doa nec’hamant pa vije eost fall, ha laouenedigez pa oe eost mad. Merouriou eur c’hastel oa en dro dezan hag ar verourien oa evel lod euz tud tosta an aotrou. Paysant ha denchentil a veve tost da vad er memez giz. An aotrou na vanke ket mont da vadiziant, na da euret he verour, ha pa varve a ie d’he beziat. He guzulier hag he alvocad oa en he afferiou, silaou a ree anezan en he joaiou hag he frealze en he c’hlac’har. An aotrou na gemere ket he lod en he bez, pa oa re fall an eost, presta a ree d’he verour arc’hant hag ajou pa oa bet goal vloavez. Lakaat a ree anezan da azeza dioc’h he daol, hag he serviche he unan pa zeue ar merour d’he visita. Ma oa eun den klanv er verouri, oll tud ar c’hastel a rede dy. Breman c’hoaz ar giz zo evel-se gant noblans ar Vendee evel gueich all gant ar Batriarchet.
Abaoue oa deuet ar c’helou a renke kaout ar Republik 300,000 den iaouank d’hen difen, paotret ar Vendee na fellaz ket agren tenna d’ar sort. Mar renkomp mervel, marvomp enn hor bro kentoc’h