Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/638

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 637 —

ar garde nationale da laza a daoliou fuzil ar baysantet a reüze tenna d’ar sort. Ar re-man n’ho doa ken armou nemet ho birjer. Kant hag hanter kant oant lakeet er prizoun. Pe seurt sonj o peuz ? oa goulennet diganto. — Pa n’euz mui na Roue, na lezen, na beleyen, ni fell deomp kaout krog gant an Nation. Perag kass ac’hanomp pell euz hon bro ? Mar d’eo red mervel, koulz mervel aman en hor bro. Cetu an doare ma lakee ar baysantet kalounek-man ar mistri-ze da ruzia euz ho c’hundu fall. Ar pez en doa lakeet ar baysantet da gaout kassoni euz ar Republik oa an dismegansou gret gant ar Republikanet d’ar veleyen vad. Pa n’euz ket mui mistri mad, eme ar baysantet, ni en em zavo en eun taol a enep ar Republik. Ar republikanet e Frans o deuz e peb mare, beteg vreman, diskuezet kounar ha kassoni diouz ar veleyen vad. Gras dezho da zont guelloc’h. Beteg hen, ral eo guelet e Frans eur republikan chomet christen mad beteg ar maro. Peurvuia koulskoude ar gristenien gross-ze n’ho deuz ezom euz ar relijion nemet var ho zremenvan. Eur gouarnamant hag a ra brezel d’ar relijion katolik, a ra lezen-