Ho croaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb lec’h,
Ha croaz ar guillotinerez zo savet en he lerc’h.
Bemdez e veler ho peleien eveldoc’h var ar C’halvar,
Var ar chafot o stoui ho fen, o pardouni d’an douar.
Er Morbihan oa en em zastumet an darn-vuia euz ar Vretoned pa na felle ket dezo mont d’an armee. E Franç ar Vendee en he bez a gombataz evit ar Feiz hag ar Roue. Er Finistère, an tenna d’ar sort a oa merket evit an 19 a viz meurz 1793 ; ar billejou oa devet, an daoliou taolet kuit gant paotret Leon. Kanoliou oe lakeet dirag an iliz-veur. Ar mamou, an dud koz a heulie an dud iaouank. An hostaluriou oa leun a dud divar ar meaz, karget ho fuziliou ganto. Lazet oe ar mær ; paotret Leon a denne dre ar brenestou ; unan euz ar re huella euz an officerien oa lazet ; mœz ar jeneral Kanklaux a zalc’he mad ; ha da oe d’ar re Leon dont e meaz euz ar ger. Pa oant erruet var pont Keriduff, diou leo euz Kastel-Paol, ar republikanet oe var ar poent da veza trec’het. Mœz, allaz ! dont a reaz d’ho sikour soudardet euz a Lesneven.