Ar chas a glevann oc’h harzal ! chetu ar zoudarded c’hall !
Tec’homp kuit trezeg ar c’hoajou ! Kassomp arog hor chatal !
Daoust hag hen, potred Kerne, e c’houzanvimp da viken,
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?
Tanet ganto ti ar beorien ; diskaret ar maneriou ;
Devet an ed, devet ar foen, er parkou hag er prajou.
Troc’het ar gwe el liorzou, ha laket da ober tan,
Ken na vo avalou na sist, da nao pe zek vloaz ac’han.
Laeret hor zaout, hon ounnered hag hon ejenned, siouaz !
Ha kaset mesk gant ho ferc’hen, d’ar c’higer d’ar c’heriou braz !
Laeret zoken traou ann iliz ; pillet zoken hon touriou ;
Straojet zoken ar garneliou ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-Izel, ken dru ha ker glaz gwech all ;
Ken na glever mui trowardro mouez den kennebeut chatal.
C’hoaz ma helfe skuilla daelou, daelou dru d’hon daoulagad !
Mes dal m’a wel skuilla daelou, an den ker a skuill ar goad.
C’hoaz ma helfemp kavout eur groaz, e pelec’h e taoulinfemp,
Evit goulenn digand Doue ann nerz pini a vank d’emp !
Mes ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb lec’h,
Ha kroaz ar winterellerez a zo savet enn he lec’h.
Bemde weler ho peleien evel-d-hoc’h war ar C’halvar,
Evel-d-hoc’h o stoui ho fenn o pardoni d’ann douar.
Re ho deuz gallet tec’hel kuit, ia da guzet er c’hoajou ;
Eno ec’h oferniont enn noz ; er vag, war vor, awechou.
Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-ho senti ouz Doue, eget senti ouz an den ;