Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

a drec’haz ar Saozon. Epad ma vevaz, an enez a joumaz e peoc’h hag ar bobl en em gave eürus. Doue, koulskoude, a felle dezan kastia ar bobl-ze, hervez ma rapport sant Veltaz, tenn a ree varnezan malloz an env dre eur vuhez dirollet.

Evel-ze, goude maro Konstantin, eun den fall hanvet Vortijern a gemeraz ar rouantelez ; hag evel ma ouie ne oa ket karet gant ar Vretonet a c’hortoze evit he gass kuit ma vije deuet en oad daou vab Konstantin, Aurel-Ambroaz hag Uter-Pendragon, klaskout a reaz sikour an dud estren. Milliget an hini a c’halv hag a zigemer enebour he vam-bro ! O devez a c’hlac’har pa oe ar mor goloet en dro d’an enez gant listri hon enemiet a viskoaz, ar Saozon ! Hanjist hag Horsa oa an daou kenta euz ar Saozon-ze da bere Vortijern a roaz douar evit sevel keriou ha beva er Vreiz-Vraz deuet evel-ze neubeut goude Bro-Saoz pe Bro ar Saozon. Vortijern na gave ket c’hoaz beza gret droug avoalc’h d’he vro. Dimizi a reaz gant Rovina, merc’h d’ar Saoz Hanjist. Kouls-koude Vortimor, mab ar roue fall-ze, oa a du gant ar Vretonet a enep ar Saozon. Rovina a reaz he lakat d’ar maro ; diveza komz

4