Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/612

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 611 —

a forz var he lerc’h, hag o vouichat da roudou he dreid, epad ma daole paotret mein ha lagen var ar soudardet. An dud koz, leun a anken, a grene dirag malheuriou all c’hoaz.

21 euz a viz Guengolo 1792. — Ar relijion zo bet ar c’henta ebars er boan ; kalz tud a renkaz soufr ganti. Ar Republik oa savet d’an unan varnugent euz a viz guengolo. An oll duchentil oa kasset kuit euz ho maneriou, ho madou kemeret ha guerzet. Lod dibennet abalamour oant choumet er vro ; lod all abalamour oant kar d’ar re o doa kuiteet ar vro. An introun Paskault, euz a Gerivon, a chome e Plouneventer gant mevelien koz. Toullet oe mogeriou ar maner, digoret an arbeliou, kemeret ar c’hontrajou, klasket beteg er pod souben, hag erfin lammet he madou diganti, abalamour en doa daou vab er broiou diavez. Er maner Brezal, an aotrounet Tinteniak a renkaz kuitaat an ty heb kemer netra euz ho zraou guerzet kerkent. Eur mevel a brenaz danvez he vistri ; kridi a ree an dud en dije miret ar c’hastel d’an aotrounet, a vijent distroet en eun amzer œssoc’h. Kals a verourien o deuz gret an dra-ze, mœz heman a viraz oll evintan ; dispri-