Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/610

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 609 —

hag ar glac’har euz an dud a relijion, en oll rouantelez Franç, pa zeuaz ar c’helou e oa lakeet ar roue er prizoun ? An dud fall a dride gant al levenez. E Brest oa eur joa vraz, ken a oa savet ar boned ruz var guerniou an oll batimanchou. E Roazon, oa lakeet er prizoun an oll veleyen oa kavet. Erruout a reaz neuze e Kemper ar benvek terrubl-ze hanvet ar guillotine, a dlie dibenna ar roue ha kement a dud euz he rouantelez. Lakeet e oe e kichen iliz Santez-Katel, hag evit guelout ma troc’he mad e oe dibennet gantan eun oan innocant ; evel m’en dije fellet dezo disklœria e vije skuillet varnezan kement a voad divlam euz a Franç.

26 Mae 1792, — D’ar c’huerc’h varnugent euz a viz mae 1792, eul lezen a ordrenaz kass er broiou diavez an oll veleyen ; an dud santel-ze a vouele o kuitaat ho bro hag ho farossianiz. O deveziou a chlac’har, deveziou a gaon, pa renkaz ar veleyen partial evit an harlu, pe beza lakeet d’ar maro. Euruz ar re n’o deuz ket guelet an deveziou-ze : euruz ar re n’o deuz ket guelet person ho farrez etre soudardet, heuliet gant an dud paour, merc’het ha bugale, o ioual