neomp ; rag ni ho preudeur a souffr an oll boaniou. Hor parkeier zo dilezet ; n’hon euz da zibri nemet loenet ar c’hoajou. Neuz mui en hon touez denchentil ebet evit hon difen. Heuliet o doa oll ho roue Konan-Meriadek pa zeuaz er vro-man. Ar Saozon a ra beac’h varnomp. Klask a reont kemer hor bro muia karet. Na hellomp beza sikouret nemet ganeoc’h. Kempennit-ta ho listri ha deuit d’hon difen. Lakat a ran etre ho taouarn rouantelez ar Vreiz-Vraz. »
Mantret oa kaloun ar roue Audren o klevet komzou ken truezuz. Araok lavarout he gomz diveza, e kemeraz kuzul digant ar re goz, hag ar re furra euz an duchentilet, da lavaret eo an noblanç. Ar re-man a felle dezo e vije sikouret ho breudeur euz ar Vreiz-Veur. Na oa ket permetet d’ar roue kuitaat ar vro, Konstantin he vreur iaouank oa kaset da sikour Bretonet an enez gant daou vil den, avoalc’h oa evel-ze evit ar brezel-ze, rag tud a galoun avoalc’h oa en enez ; ne vanke nemet eur roue d’ho c’hass d’ar gombat. Ar vro oa partajet etre daouzek mil rum a dud, den na n’em gleve. Konstantin a lakeaz urz vad en ho zouez hag