Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/6

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


DEDI EUZ AN ISTOR VREIZ
D’AN AOTROU AUGUSTIN DAVID
ESKOP SANT-BRIEK HA LANDREGER
————
Aotrou’n Eskop,

Goude beza gret an dedi euz al leorik-man, pa oe moulet da genta, d’an Aotrou’n Eskop Graveran, ganet e bro Krozon, hag a roaz din ar zonj da skriva istor va bro e brezonek (neuze oan var dro va c’huezek vloaz) ; goude beza dizkuezet d’am Mam Superiorez, Mari-Arsene Bornet, an anaoudegez vad skrivet doun em c’halon evit eul leanez ker prijet gant an oll Sœurezet euz ar Speret-Santel, en or lakat he hano er bajen genta euz an eil leor ; dont a ran hirio, Aotrou’n Eskop, gant eur joa vraz, da ober deoc’h an dedi euz al leor Istor Breiz, moulet evit an drede guech.

Ho trugarekaat a ran a greiz kalon da veza aotret din an enor da lakaat oc’h hano e pen va leor. Dont a raï da veza anavezet ha prijet gant an oll, pa vo guelet, en eneben kenta, hano eun Eskop a zo ker mad evit ar Vretoned, hag en deuz kement a breder euz ar pez a hell ober enor d’ar Vreiz, hag a laka eun aket braz evit mirout en he oll gaerder ar iez brezonek hag ar skridou gret er iez pe langaich-ze.

Ia, aotrou’n Eskop, ho pennoz var al leor-man a vo ar pen abek ma fello da beb kouer breton he gaout en he dy, evit gouzout eun dra bennag euz a istor he vro ; ar veleyen he lakaio da veza anavezet en ho fareziou ; an dud chentil, hag an dud desket, pere a gar ar baysantet, a raio memes tra ; hag ar Sœurezet guen, Merc’het ar Speret-Santel, o teski dioc’h ho Eskop ar