Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/598

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 597 —

dezan goulen pardon digant Doue da veza gret drouk d’ar veleyen-vad ; an den iaouank-man a zavaz he zaoulagat var-zu ar groaz hag hen adoraz. Ra vezo gret trugarez dezan ! Bez e oa c’hoaz eta eun elfen a feiz kristen, e kalonou an dud maleüruz na gomprene ket beza enebour da vinistred J.-C. eo beza enebour da Jesus-Christ he unan.

Ar re falla euz ar Vretoned o doa koulskoude kassoni euz an dud fall euz a Bariz, a gavent kalz falloc’h c’hoaz evinto. Tud fall ar vro-man o dije karet chom e hanter-hent euz an drouk ; ar pez ne deo œz da zen ; re Bariz a felle dezo beza fall tre. Re ar vro-man n’o doa ket bet a zonj, na da deuler ar roue en traon, na da sevel Republik. Ar Vretoned eet etouez an dud fall da gemer an Tuileries, palœz ar roue d’an devez 10 a viz eost, o doa manket e kenver ar Vretoned-all. An dra-ze zo anat sklœr da re a hell lenn al lizerou skrivet neuze gant an deputet breton da renerien ar pemp departamant euz ar Vreiz. Ar re o deuz kuiteet a volonte-vad hent ar relijion a