Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/594

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 593 —

ten fusil a grozaz ahed an hent-doun, ha kalz euz a dud hor bro, goazet ha merc’hed a gouezaz d’an douar flastret ho fenn, torret ho izili, toullet ho c’horf… an dud paour !

Ar c’habiten a griaz evit an eil gueich : Tan adarre, soudarded ! hag evit an eil gueich ive 200 ten a riskaraz tud d’an traon, a beur-lazaz lod all e kreiz an noz !! essa a rejont ar Vretoned kemeret an terc’h dre zaou benn an hent, mœz ar soudardet a oa dilamet divar ar c’hleuniou hag a viraz outo. Ped ne oe ket lazet neuze c’hoaz a daoliou baionnettez ! Neuze oe eul lazerez evel en eur kigerez. Ar re a hellaz tec’hout en em guzaz el land da c’hortoz an deiz. Kalonou an oll oa leun a horrol ! Antronoz vintin en eur ziztrei da Vontroulez, ar soudardet a ieaz dre vorc’h Sant-Egonnek ; ar c’habiten a c’hourdrouzaz ar mear : me a lakaio diskar d’an traon tour braz Sant-Egonnek, hag a freuzo hoc’h iliz ker kaer ; hag er c’hiz-ze, ne jomo netra ganeoc’h evit digas da sonj deoc’h euz ho fals kredennou hag euz a ziotachou an amzer goz.