Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/592

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 591 —

Evel ma na helle mui ar gristenien vad mont da iliz ho farrez evit pedi Doue, sonjal a reaz dezo e c’hellent beza dinec’h en eur chapel distro evel houman, pell diouz ar vorc’h. Eun nozvez, lun ar Rogasionou 1791, tud Sant-Egonnec, Guimiliau, Guiklan, Lampaol, etc. en em glevchont evit mont da bidi Doue er japel-ze. Ar brud a ieaz beteg Montroulez, kabiten ar zoudardet a lavaraz, dezo : Gouzout a ran da bed heur e tle en em gaout koueriaded ar barreziou-ze e santez Berc’het. Ha c’hoant o peuz e teskfemp d’ar goueriaded sot-se ober ar Rogasionou. Kemer a reaz gantan 200 euz he goassa soudardet, hag ho lakeaz da c’hourvezat e mesk al lann, var ar c’hleuniou euz an hent a dlie treuzi ar procession. Pa oe klevet euz a bell kan al litaniou : nag eo sod tud ar vro-man, a lavaraz ar re c’hlaz ; nag e tlefent trugarekaat ac’hanomp da veza deuet en ho bro da denna euz ho fenn sorc’hennou ken diot. Ne oa ket echu al litaniou pa oe klevet krial a bouez ben : Tan, soudardet ! Daou c’hant