Mont d’an endalc’had

Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/590

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 589 —

gouent, a c’houlennaz diganto dre gaer petra o doa ezom. « E teufac’h er meaz euz an ty ! oe respountet dezi ker rust ; perak n’out ket eet kuit c’hoaz ? — Mervel a rimp aman, emezi, ma ra Doue deomp ar c’hraç-ze ; ma ner gra ket, he volontez bezet gret. » Ar soudardet a gommansaz froja ar gael ; pa gouezaz hi dindan an taoliou, al leanezet en em daolaz var an douar, var ho bisaich, hag o c’hlebia an douar gant ho daelou en em lakeont da gana ar Miserere mei. Truez oa ho guelet o kuitaat dre nerz ho c’houent karet, ha beza taolet var ar c’hirri ho c’hasse da Gemper.

E Sant-Egonnek, ar bœlek touer Allouet na gave ket eur paotrik er barrez kountant da respount dezan an offeren. Pa felle dezan ober procession, ne oa ket evit kaout ar baniel, miret ountan gant ar baotret iaouank euz ar barrez.

E parrez Sant-Egonnek, a lavar an aotrou Inisan, tost d’al leac’h maz eo breman ar gar, ez euz en eun draonien, pell dioc’h peb ty, eur chapel savet gant hon tud koz en enor da zantez Berc’hed.