d’an dud heb abek ; difennet eo kement-ze dre ar Gonstitution ; hogen da eo deomp prizounia ar veleyen e kastel Brest evit dilivra ar bobl maleüruz euz ar veleyen hag euz ho relijion, etc. » An dra-ze zo lavaret : ne vo ket sentet ouz al lezennou mar reont diœzamant deomp da ziskuez hor c’hassoni a enep ar relijion. District Lesneven en doa c’hoant da enebi euz ar re fall, ha skriv a ree er miz du 1791 : « Neuz ket a drouz divar-ben ar relijion en hor c’harter. Ar baysantet, tud a beoc’h, n’anavezont ken relijion nemet hini ho zadou koz ; ha n’ho defe doujans ebet evit ar veleyen e teufe el lec’h ho fastored kenta, etc. »
Bete neuze an ofisourien var vor oa kasi oll euz an noblanç ; evit chench an dra-ze oa kasset kuit an oll ofisourien evit lakaat re all en ho flaç. An aotrou La Jaille, denchentil iaouank, a zeuaz neuze e Brest evit kommandi eur batimant. Brestiz a gommansaz redek var e lerc’h evel loenet gouez, hag an den iaouank e vije bet massakret, ma n’en dije ar c’honseil municipal lakeet tam-